Leo Africanus

Leo Africanus

Poltred un denelour
Sebastiano del Piombo, c. 1520
Marteze Leo Africanus[1]
Ganedigezh c. 1494[2]
 Emirelezh Granada
Marv c. 1554
 Tuniz

Micher Diplomat
Douaroniour

Pennoberenn Descrittione dell'Africa

Al-Hasan ibn Mohammed al-Wazzan al-Fasi, arabeg : حسن ابن محمد الوزان الفاسي‎[3], lesanvet Joannes Leo Africanus e latin (Granada c. 1494, Tuniz, c. 1554) a oa un diplomat, un douaroniour hag ur skrivagner berber eus Al-Andalus.
Anavezet eo evit e levr douaroniezh Descrittione dell'Africa ("Deskrivadur eus Afrika"), bet embannet e Venezia e 1550, diwar-benn ar Maghreb ha traoñienn an Nil dreist-holl.
Un dave divrall e chomas labour Leo Africanus e metoù douaroniourien Europa betek ma voe ergerzhet Afrika gant Europiz en XIXvet kantved[4].

  1. Dianav eo anv an den. Leo Africanus, ur Berber, e vije hervez Dietrich Rauchenberger, op. cit.
  2. Masonen, op. cit. & Rauchenberger, op. cit.
  3. « Hassan mab Mohammed an alamín eus Fes » ; an alamín a oa un dilennad karget en ur gêr eus reizhiad ar pouezioù hag ar muzulioù, e kenwerzh ar boued pergen, ha da eveshaat perzh ha priz an danvezioù bevañs ; kement ha "den a fiziañs" e talvez ar ger arabek orin.
  4. Masonen, op. cit.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search